Alet, kêr-benn ar Goriosolited unan eus ar pemp pobl a yae d'ober an Arvorig- daoust ma oa, evit lod, brasoc'h an Arvorig a yae betek aber ar stêr Saena (seine). E 56 Kent Hor Salver (KHS) e oa trec'het an Arvorigiz gant ar Romaned e Avranches ha dre-se e oa aloubet ar vro. Tud an " Argoad " e oa ar Romaned kentoc'h evit tud an " Arvor " ha setu savet gante ur gêr nevez e-kreiz an douaroù ha n'eo ket unan war an aod evel ma oa Alet hag he gourenez. Ar gêr nevez a veze graet Fanum Martis anezhi. Diwezhatoc'h e teuas da vezañ Corseul er pevare kantved.
E-tro ar bloavezhioù 20 Goude Hor Salver (GHS) e oa deuet da vezañ didud Alet dre ma oa savet ur gêr-benn nevez ha dre ma faote d'ar Romaned kaout tud da bobliñ anezhi emichañs. Ne chome nemet ar porzh-mor e genou ar stêr Renk hag en-dro dezhañ tud a veve diwar e vuhezegezh.
En trivet kantved (e-tro 270 GHS) dre ma oa deut trubuilhioù, freuz ha reuz en impalaeriezh Roma e oa dilezet Corseul hag adsavet Alet a oa aesoc'h da zifenn kenkas ma teufe enebourien war vor. Setu eil buhez Alet betek ar bloavezh 1255 ma oa en em savet tud Alet, ha Guillaume du Mottay en o fenn, ouzh tud Sant-Maloù. Bet trec'het Alet gant tud Sant-Maloù bet sikouret gant soudarded ar roue Loeiz an navet. Diwar-se e oa disfontet ar mogerioù-difenn ha distoet an iliz-veur.
E-tal an tour Solidor, bet savet gant an Dug Yann ar pevare, ez eus skalieroù a sko war ar c’hrae ha dreist-holl war roudoù skoaselloù pe rodlec'hioù bet kleuzet gant kirri ar Goriosolited a rae o darempred dre un hent a yae diouzh un tu d'al loc'h ha diouzh un tu all d'an erv-draezh pe d’ar c’hroa-draezh ma oa al listri oc'h aochañ warni.
Marc'hadourezhioù a bep seurt a veze kaset eus ar bagoù d'ar c'hobiri a yae da gas anezhe gant al lanv betek Taden e-lec'h ma oa ar roudour war an hent-meur a yae eus Corseul da Avranches. Ne pell diouzh ar skalieroù war an tu dehou e vez merzhet div aoglenn. Gant an hini vras, stumm un hirgarrez anezhi, ez eus c'hwec'h pazenn a servije d'an dud mont da gerc'hat dour. Eben, stumm ur c'harrez anezhi ha bihanoc'h met donoc’h e oa kavet koadennoù enni a yae d'ober ur mekanikerezh meur a bompenn gantañ. Dour da evañ a veze degaset eus un eienenn gant ur san-dour a oa er garreg a oa diazez ar c'hastellum a oa d'ar c'houlz-se e-lec'h m'emañ bremañ an tour Solidor. Etre an div aoglenn e oa ur riboul hag an dour a yae dre zindan d'an eil d'eben. Ur riboul all a oa gant an oaglenn vras ha pa veze distouf e c'halled goullonderiñ anezhi. Ar bompenn-se a servije da bourvezañ dour d'ar bagoù a aoche war an erv-draezh.
D'ar c'houlz-se e oa izeloc'h live ar mor evit bremañ. E-tro 1,7 metr izeloc'h e oa. Adalek fin marevezh ar skornerezh (20.000 bloaz 'zo) ez a an hin war dommaat dre-vras. Se ne vir ket e vez, gwech ha gwech all, mareoù yenoc'h.
Testenïoù an amzer gozh.
Ma vez gwelet roudoù kirri an amzer gozh er roc'h hag an div aoglenn e-lec'h ma vez bremañ ar mor pa vez en e c'hourlenn eo abalamour d'an erv-draezh a yae eus stankell ar Renk betek beg gourenez Alet . An erv-draezh-se a harze ar mor da vont betek penn. Uhel a-walc'h e tlee bezañ ar erv-se. Ul loc'h a oa a-drek an erv-se ha dastum a rae an dour-ruilh o tont eus an nec'h. Er pevare kantved e oa toullet an erv-se ha setu beuzet pep tra gant al lanv (hent hag aoglennoù...).
En deiz a hirie ez eus etre an tour Solidor hag Alet un draezhenn ma plij d'an dud ober kofig-rous hag ober grallig warni. Al lec'h-se a oa en amzerioù kozh-se bered keoded Alet betek ar pevare kantved.
War ar blasenn e tegouezhomp gant mogerennoù kouezet en o foull. Setu al lec'h ma oa gwechall da vare ar Romaned ar Principia da lâret eo ur savadur melestradurel. Deut e oa da vezañ ul lec'h relijiel e dibenn mare ar Romaned. Diwezhatoc'h e oa savet un iliz-veur hag unan all goude-se bern war vern. An hini gentañ bet distrujet da vare ar vikinget. Ret eo bet gortoz ar brezel bed diwezhañ ha (siwazh) an distrujoù da heul an emgannoù evit dieubiñ ar vro diouzh an Alamaned evit ma vo lakaet war wel roudoù an div iliz-veur-se. Diwezhatoc'h e oa graet furchadennoù evit kaout testenïoù eus an amzer gozh-se.
E 1142 e oa kaset gant Jean de Chatillon an eskopti eus Alet d'an enezenn a veze graet Canalch anezhi ha deut da vezañ Sant-Maloù.
Gant ma oa toullet an erv-draezh e-kichen Alet ha dre ma oa live ar mor o sevel tamm ha tamm e oa deut aesoc'h ha kevannusoc'h d'al listri mont e goudor dindan mogerioù Sant-Maloù. Gant al lanv e teuent ha gant an tre ez aent kuit. Pa veze ar mor en e zazre e choment war ar sec'h. Setu tamm ha tamm porzh kozh Alet dilezet evit hini Sant-Maloù. Kêr Alet war he diskar ha Sant-Maloù bet tapet ul lañs vat ganti ha padout a raio betek penn-kentañ an triwec'hvet kantved pa oa he forzh-mor en e binvidikañ hag hec'h armerzh en e leun-barr.
Lañs vat gant porzh Sant-Maloù.
Ekonomiezh Sant-Maloù a oa diazezet war ar mor, ar porzh, ar c'hoñvers hag ar pesketaerezh, hini ar moru dreist-holl. Mont da besketa ar moru betek an Douar nevez ha goude-se kas ul lodennn vat anezhe d'ar mor kreizdouarel. War an distro e tegasent produioù eus ar broioù-se (alun, frouezh, gwin, soavon ...). An alun a veze prenet e Civita-vecchia e-kichen Roma ha kaset goude da Vro-Flandrez e-lec'h ma veze gwiaderezhioù. Servijout a rae an alun da virout al livioù war ar mezher. Ur seurt kenwerzh tric'horn a oa anezhañ. Produet e veze e Breizh mezher ha lien ha brudet tre e vezent evit ober gouelioù al listri. Evit gwerzhañ anezhe e oa ret kaout listri ha savioù. Dindan dalc'h Bro-Spagn e oa un bern douaroù en Amerika ar su ha zoken er reter-pellañ. Evit gwerzhañ e oa ret tremen dre Vro-Spagn. Ne oa nemet ar spagnoled a c'halle ober koñvers gant an trevadennoù-se. Dre-se e oa ret d'ar vretoned ha tud Sant-Malo en o zouez gwerzhañ dre hanterouriezh spagnoled zo. Ha gant-se e veze bretoned adalek ar grenn-amzer e San Lucar de Barrameda ur porzh war genou ar stêr Guadalquivir. Ur c'harter bretoned a oa d'ar c'houlz-se kement a vretoned a oa. Diwezhatoc'h e voe ar gêr Cadix a gemeras lec'h San Lucar. Koñvers Bro-Spagn a veze gaet eus-se. Padet en doa e-pad tri c'hantved. Etre kreizig-kreiz ar XVIvet kantved ha fin ar XVIIvet kantved ez ae da Andalouzia bep bloaz etre 10 ha 20 lestr karget a lien, dentelezh, seiz ha produioù cheuc'h. Flodad Bro-Spagn a veze graet eus-se. Kaset e veze tud evit liammañ darempredoù hag evit ober koñvers. Lod anezhe a rae o annez du-hont. Darn a glaske gwerzhañ war-eeun d'ar broioù pell-se hep ober gant ar spagnoled. Met risklus ha dañjerus e oa. Gallout a rae an nen koll e vuhez !
Hent mor ar su.
Tud Sant-Malo a oa bet e-pad hogozik ugent vloaz o werzhañ marc'hadourezh betek ar Chili hag ar Perou e-lec'h ma oa mengleuzioù arc'hant Potosi d’ar c’houlz-se (e stad Bolivia en deiz a hirio). Ret e oa dezhe ober tro ar C'hap-Horn. Padout a rae ar veaj mont-dont tost da zaou vlaoz. Mes rastellet e veze ur bern arc'hant ha ne oa ket arc'hant paper evel bremañ. Er bloavezh 1698 e oa bet Noël Danycan oc'h ober evit ar wech kentañ ar veaj hir-se. Rankout a rae war un dro dizoleiñ hentoù-mor nevez ha koñversañ ivez. Savet e oa bet e 1698 " kompagnunezh ar mor Habask " e Sant-Maloù ha padet he doa betek ar bloavezh 1715 pa oa bet lakaet un termen d'ar c'hoñvers-se. " Koñvers hent mor ar su " a veze graet eus-se. Ur c'hoñvers " dre guzh " e oa ha klemm a rae Bro-Spagn evel-just. Hag ouzhpenn-se e oa bet lakaet e penn Bro-Spagn e 1700 ur mab bihan da Loeiz ar pevarzekvet. Setu daoust d'an arc'hant bras degaset gant ar c'hoñvers-se da armatourien Sant-Maloù, da gef ar Roue ha da bennoù bras a oa en dro dezhañ e voe difennet groñs ar c'hoñvers-se.
Dilañs gant porzh Sant-Maloù.
Gant Peoc'h Utrecht sinet e 1713 gant ar Saozon ne oa ket mui a zroedoù pesketa e Douar nevez. Ouzhpenn-se e oa stanket an hent da vont d'ar Chili ha d'ar Perou gant ar spagnoled. Setu e oa krog gant ur mare berzh-diverzh. Un taol fall da armerzh Sant-Maloù eta. Taol ar marv ne lâran ket mes diwar neuze ez aio war gil buhez ar porzh daoust m'o doa klasket, armatourien 'zo, reiñ un adlañs d'ar c'henwerzh. Achu gant ur mare ma oa bet eus " Aotrounez Sant-Maloù " e-giz ma oant bet anvet gant André Lespagnol en doa savet un dezenn bloavezhioù oa ha goude-se embannet ul levr diwarni.
Koñvers an inizi hag ar morianeta.
E penn kentañ an XVIIIvet kantved e oa e Sant-Maloù : paramantourien, kabitened, martoloded da lâret eo dud a vicher gant kalz a skiant-prenet. Listri a oa ivez. Kement tra a oa ret evit ma padfe berzh ar porzh. Arc'hant a oa ivez ha kustum e oa bet tud Sant-Maloù da sevel arc'hant e-touez armatourien ar porzh mes ivez e lez ar Roue hag e-mesk arc'hantourien vras ar mare-se kement ha krouiñ kompagnunezhioù da gas ergerzhadegoù betek broioù pell (Indez, China...). D'ar c'houlz-se e oa Sant-Maloù ur porzh etrevroadel, an hini kentañ e rouantelezh Bro-C'hall. Ar porzh a c'helle degemer bagoù 500 ha zoken 800 tonenn enne tra ma c'halle kae ar foz e Naoned degemer bagoù 200 tonenn enne nemetken. Kêr Sant-Maloù n'he doa ket kemeret perzh e " koñvers an inizi ", reoù Antilhez hag an trevadennoù, en doa graet pinvidigezh porzhioù e-giz Naoned, Ar Roc'hell, Bourdel da skouer. Temz-spered Aotrounez Sant-Maloù ne zeree ket ouzh hini ar blanterien korz-sukr emichañs. Marc'hadourien e oant kentoc'h evit embregerien. Gounit arc'hant buan ha dillo. Rastellat ur bern gwenneien en ur ober koñvers ha taolioù kaer (hent mor ar su, mont da Voka, ober ar gours) kentoc'h evit postañ arc'hant er plantadegoù. Freuz-stal o doa graet paramantourien zo e 1720. Ar morianeta a oa evite un doare da adlañsañ ar c'henwerzh. Met ne oa ket bet ampletus e penn kentañ : un drederenn eus al listri ne oa ket deut a-benn eus o c'hevredi (goueledet, tapet gant laeron-vor, skipailhoù bet hutinet). Ret e oa gortoz ar bloavezh 1750 evit ma’z afent frankoc'h war ar c'hoñvers-se. En holl e oa bet 80.000 sklavour bet kaset ha douget gant listri paramantet gant armatourien Sant-Maloù, ar pezh a rae war dro 60 paramantour ha 6,5 dre gant eus an holl sklaved evit rouantelezh Bro-C'hall.
Adlañsañ porzh Sant-Maloù,
Adlañsañ ar c'hoñvers ha klask hentoù-mor nevez a oa graet. E 1708 e oa bet armatourien zo eus Sant-Maloù betek Moka o klask kafe. Mont betek Bro-Indez a oa graet ivez. Kompagnunezh Bro-Indez ar sav-heol, bet krouet gant Colbert er bloavezh 1664, he doa graet hogozik freuz-stal e 1706. Evit kaout arc'hant e oa ret dezhi marc'hata an droed dezhi hec'h-unan d'ober koñvers gant Bro-Indez. C'hwec'h gwech diwar eizh e oa deut a-benn tud Sant-Maloù da donkañ ar marc'had gant ar gompagnunezh-se. Dek dre gant a veze roet dezhi eus ar c'hounidigezh. Gant-se e oa savet " kompagnunezh Bro-Indez ar sav-heol eus Sant-Maloù " e 1715. Dre-se ne oa nemet tud Sant-Maloù a c'helle ober koñvers. Mes ne oa ket bet e-pad pell rak e 1719 e oa savet ur gompagnunezh nevez gant John Law ha ne oa nemeti a c'helle koñversañ gant Bro-Indez. Setu skarzhet kuit koñversanted Sant-Maloù. Er bloavezh 1711 e oa bet ul lestr " Le grand dauphin " oc'h ober tro ar bed en ur dremen dre ar C'hap-Horn, ar Perou ha Kanton ha deut en-dro da Sant-Maloù e miz Gouhere 1713. Bet daou vloaz evit ober e droiad. Ar wech kentañ d'ul lestr gall hen ober !
Difennoù nevez
Er bloavezh 1688 e oa disklêriet ar brezel. Diouzh un tu e oa Bro-Saoz ha Bro-Holland unanet o-div ha diouzh un tu all Bro-C'hall. Padet en doa ar brezel betek ar bloavezh 1713 daoust ma oa bet un arsav-brezel etre 1697 ha 1702. Ne oa ket tud Sant-Maloù evit ober koñvers ken gant ar broioù-se. Diaesoc'h e oa da vont da Vro-Spagn ha da besketa ar moru e Douar nevez. War-nes mougañ e oa ekonomiezh Sant-Maloù ha dre ma oa listri ha martoloded e-leizh ez ae tud Sant-Maloù da gorserien. Sant-Maloù, kêr ar gorserien ? Ya, evel-just. Brudet eo bet evit-se ha betek re zoken ! Pa ne oa ket tud Sant-Maloù evit mont d'ober koñvers ez aent d'ober ar gours war vor. Berzh a raent ha ne oant ket gwelet mat na deuet mat gant o enebourien. Teir gwech e oa bet lakaet ar seziz war ar gêr gloz gant ur flodad listri brezel e fin ar seitekvet kantved : e miz Gouhere 1692, e miz Du 1693 ha d'ar bevarzek a viz Gouhere 1695. D'an 29 a viz Du 1693 e oa klasket distrujañ ar boultriri a oa en tour Bidouane gant ur vag karget a zañvez tarzhañ. Diwar-se e oa mogeriet enezennoù zo e pleg-mor Sant-Maloù : Petit bey, Grand bey, Harbour e 1693-1694 ha Cézembre e 1696. Estroc'h evit inizi a oa mogeriet, da skouer fort Arboule er Varde (pezhioù-kanol) e 1694 adkempennet e 1758.
E-pad ar brezel " seizh vloaz " o doa dilestret ar saozon e Kankaven d'ar bevar a viz Even 1758. Aloubet e oa bet ar vro tro-dro da Sant-Maloù, distrujoù e Sant-Servan, lakaet an tan e bagoù zo war ar sec'h e-tal mogerioù ar gêr gloz. E Dol e oant bet ivez ha d'ar seitek a viz Even o doa lestret en-dro e Kankaven. Er memes bloavezh goude an hañv e oa deut en-dro ar saozon. Dilestret o doa e-kichen Sant-Briag d'an dri a viz Gwengolo ha trec'het e oant bet e Sant-Kast d'an unnek a viz Gwengolo 1758.
Kreñvaet e oa bet an difennoù er mor a-dal da Sant-Maloù met ne oa ket trawalc'h. Ret e oa sevel difennoù evit herzel an enebourien da zont eus an diabarzh. Evit-se e oa bet savet forchoù, lec’hioù kreñv nevez : la Conché e 1756, la Cité e 1757, les Rimains 1779-1783 ha Châteauneuf 1776-1785.