KERRICHARZH : ur gêriadenn eus an amzer a-gozh !
En iliz em eus komzet eus « LA MOTTE-AUX-MONFORTINS » er c'hornôg; ar voudenn-se a oa krouet e-kichen peder c'hêriadenn : la Ville-Mahé, la Ville-Rucette (en XVIIIvet kantved skrivet « Ville-Russet » war gartenn Cassini 1733/1744), la Ville-Billy, la Ville-Biais, relegennoù / aspadennoù (vestiges) eus amzer ar romaned.
A-hervez an henoniezh / hendraouriezh (archéologie) e oa div villa roman « La Croix Aubrée » ha « Le Péron » (=grosse pierre) deuet da vezañ en amzer a-vremañ « parc des grandes rivières »- . Un hent galian (gaulois) hag a zeue eus (kêriadenn) « Le haut-chemin » betek enno. (levr 2 p 18)
Kerricharzh a ya er c'hornôg betek hent Dinarzh-Pleurestud ; en tu-all d’ar gourhent emañ ar c'hêriadennoù La Pagnais ha La Gougeonnais, hag en tu-mañ (ur c'hostez) eus straed « Le Haut-chemin » - harz etre Sant-Enogad-Dinarzh-.
Betek 1880 e oa KERRICHARZH ul lodenn eus Pleurestud, aet a drev da barrez e 1848 (e 1831 e oa meneget 8352 annezad gant Le Minihic-sur-rance betek 1849 ha La Richardais betek 1880). Pleurestud a oa kerbenn ar c'hanton (betek 1878).
Er XVIIvet kantved e oa savet an ti koshañ e Kerricharzh n° 28 straed La Théaudais ; war barlenn (pe mantell) an oaled e oa kizellet 1626 hag anv LEGOBIEN (levr 1 p 81).
Met ne vo gwelet ganimp nemet tro-war-dro ar bourk!
Evit mont betek harz Pleurestud ne ’z in dre renk gant an amzer (suivre l'ordre chronologique) met diouzh ar pezh a vo gwelet ganimp er straedoù.
War ar blasenn e vez gwelet ur puñs foran a-gozh ;
Tiez tro-dro d’ar blasenn a oa destrujet e-pad an eil brezel-bed (levr1 p 261/262 ha levr 2 p5/7/8/9/10/11) daoust ma chom unan pe zaou er straed « les rosiers »; war-lerc'h e oa adsavet tiez met en ur doare disheñvel, un tamm modernaat eus « ar seizh breur»?
An ti-kêr-se a oa savet goude an eil brezel-bed hag an ti-post e lost ar porzh a sko war straed Dinarzh (ti-post e 1911). Brasaet ha renevezet e oa an ti-kêr gant an aotroù maer Antoine Launay etre 1983 ha 2001.
Betek 1983 e oa resevet « taos micherel stankell ar Renk /taxe professionnelle barrage de la Rance» -dre hanter gant Sant-Maloù- e-barzh enkefiadoù kumum LA RICHARDAIS.
Er straed « La paix » e vez gwelet :
(eus amzer an dispac'h bras) burev ar maltouterezh, er porzh n° 15 -21 (levr1 p 181). Kerricharzh a oa « sez brigadenn ar valtouterien ». War an dachenn e oant noz ha deiz eus traezhenn « le pissot » en-tu-all d’ar gourhent, betek ouf (anse) « Montmarin ». E beg «la brebis» -lec'h ma krog stankell ar Renk- e oa o logenn e brikennoù gant un doenn deol.
Ar forn vara diwezhañ, Ernest ha Jules Brégeon perc’henn warni (lev1 p 178) ; meneget eo el levr « Ernest Brégeon o vezañ baraer betek 1906 »
An treuzformer-tredan (transformateur électrique) a oa lakaet e 1950 zo un test eus an XXvet kantved ; un unan all e kêriadenn La Motte ; e 1959 e vo staliet unan e « La Gougeonnais » ha reoù all goude.
E porzh an heol : tiez kozh - war-bouez unan.
E-pad an XIXvet kantved e oa gwellaet an tiez. A-wechoù e oant uhelaet evit ober daou estaj, da skouer (n° ) ha 17 straed Suet : e-traoñ ur sal vras he leurenn-douar, un oaled ledan gant an drezenn-bod (crémaillère), prenestroù bihan (tailhoù war ar prenestroù a oa lakaet goude an dispac'h bras) hag un nor e daou damm, a-us div gambr, a-us ur solier evit bezañ ul laborenn (remise) ha n'eo ket evit an edajoù rak re reut e oa ar skalieroù. Toennet e oant gant mein c'hlas e-lec'h soul (chaume).
Tiez all a oa savet gant bourc'hizien :
– 4 straed des Etangs, gant Joachien Le Gobien (a vo ar skol gentañ paotred ha merc'hed e Kerricharzh -1856-1860)
- n°13 straed Gal de Gaulle, ti « de la butte » a vo an eil skol kemmesk (paotred ha merc'hed) ; peogwir e oa ret da bep kumun kaout ur skol evit kêriadennoù pelloc'h eget 5 km diouzh ar bourk.
Tostaat a reomp ouzh karter « le rocher » anvet hiziv ar c’halvar « le calvaire » adalek 1870.
En niverenn 9 straed Louis-Bréhault e vez gwelet aspadennoù eus ur forn voutin war ar voger-bignon en hanternoz (ne chom nemet nebeut a dra abalamour d'ur savadur nevez flamm).
Ar c'harter-se a oa an hini poblekañ pe tudetañ e fin ar bloavezhioù 1870 ; ur c’harter kozh gant ur puñs foran « straed des Hortensias », div davarn (Guillaume Leborgne et Rozalie Guiguen -ganet L'hôtellier).
Bep a dachenn douar a veze en-dro d’an tiez hag a roe tu d'ober koñvers gant pretioù pe kenkizioù bras (grandes villas bourgeoises) Dinarzh en XXvet kantved.
Ur renabl evit displegañ ar boblañs-labour hag ar micherioù.
E 1866 e oa e Kerricharzh :
3 chanter sevel listri pe bigi (Tranchemer (+ kenwerzh), Leborgne, Lhotelier) gant 37 kalvez (liester, kilvizien), 19 kalafeter, tri zouller (foreur, perceur), hag un heskenner war stern (scieur de long)
40 ti-feurm (25 perc'henn ha 15 feurmer)
6 nezerez (fileuses) ha daou wiader
4 c’here(our) (botoù-koad pe botoù ler ?)
daou giger : unan er bourk, egile e kêriadenn « La Motte », (un lazhti / ur v/boserezh en doa ivez gant 4 implijad)
teir stal-ispisiri ha 5 davarn (div er c'harter « le Rocher/calvaire »)
ha tud hep perzhegezh (qualification) / darbarerien
baraer(ien)
ma ne oa nemet daou besketaer lec’hid (côtier) e oa 65 moraer ha 15 kabiten ; adalek ar XVIvet kantved e oa bet ar morueta
Darn eus ar micherioù-se ne oant ket renablet e 1881, en o zouez ar re n’o doa ket kalz a dud oberiant, met ar micherioù nevez a oa enskrivet :
26 mañsoner, plastrerien, saverien selioù pe doubloù (plafonds), munuzerien
chom a rae div pe deir milin : eus milin « ar Suet » e vez kaoz el levr, « La Holland » o labourat betek 1896 ha « La Garde » savet e fin ar XVIIvet kantved (1680/90 ?) hag o labourat betek 1883.
Ha bremañ ez imp betek an Etanchet (gwechall anvet « Potimaron », harz ar gumum, ur wazh-dour a ya d'en em deurel pelloc'h e-barzh ar Renk.
Amañ emañ ar c’harter « la garde » gant ul lenn breman. Gwechall e oa ur vilin.
Ar vilin gentañ a oa krouet er XVIIvet kantved anvet Sauboscq (bois du sel). Bremañ emañ dindan an hent departamant hag e ratre fall put emañ. Deuet eo da vezañ al lec'h gwastetañ (gwastañ, dévaster, ravager, drastañ, ravager, endommager, abîmer) en Il ha Gwilun . Chaoser ar vilin-se a oa an hent nemetañ evit mont ha dont.
Kankaval, Le Haut Créhen ha div noblañs (château, habitation de noble) a oa chomet er gumun Pleurestud met kalz a dud a zeue da Gerricharzh en ur gerzhet war chaoser an div vilin (a oa ledanoc’h evit hiziv) -hag hini Sauboscq- evit ober o frenadennoù pe o gwerzhioù.
E 1783 e oa prenet gant Benjamin Dubois kastell Montmarin. Dubois a oa paramantour graet e vadoù gantañ e-pad brezel dieubiñ ar stad amerikan. Krouet en doa ur chanter sevel listri, an hini kentañ war tu kleiz ar Renk. Kalz a vicherourien e oa o chom e Kerricharzh. Hag evel-se he doa tennet Kerricharzh gounidigez.
Met ne oa ket aes mont ha dont etre Kankaval ha Kerricharzh dre chaoser ar milinoù («Neuf» ha «Sauboscq»). Hini Sauboscq a oa deuet da vezañ diaes ober ganti (diakomod / dihentadus (impraticable)) e dibenn an XIXvet c'hantved, goude reverzhioù bras 1898 ha 1899.
Soñj e oa d’ober un hent evit mont war-eeun eus Dinarzh betek Langrolay o tremen dre Gerricharzh ha Le Minihic-sur-rance (a zeuio da vezañ an hent bras n° 114).
An hent etre « Le Suet » ha Dinarzh a oa graet etre 1886 ha 1890.
Met evit an hanter-all -eus ar bourk betek Langrolay- e oa kalz komzoù diwar-benn tresadur an hent-se etre 1881 ha 1895 : ur pont a-raok ar vilin 350 000 lur pe un hent a-dreñv ar vilin 129 000 lur. Aon gant ti-kêr Pleurestud koll ar c’hêriadennoù eus Kankaval betek Jouvente, ar c'heriadennoù-se a oa c'hoantaet gant ti-kêr Kerricharzh......
Krog e voe gant labourioù an hent e 1900 goude kudennoù diberc'hennañ (expropriation), kudennoù arc'hant gant an embregerezh Beuzit hag ur roc'h vras he doa roet kalz poanioù. Al labourioù a oa echu gant an embregerezh Tranchemer e miz Meurzh 1904 (levr 1 p 201). Ne vo koultronet an hent-se nemet er bloavezhioù 1930 ha ledanaet meur a wech war-lerc'h.
E 1904 e prene Dinarzh un dachenn en tu-all d’an hent hag ul lenn evit ober ul labourva pomperezh dour ; an dour-se a voe lakaet da vont da Zinarzh (ne oa ket dour da evañ). Gounezet e oa gant Ti-kêr Kerricharzh 2 dour-tan (bouches à incendie) hag ur poull-kannañ foran amañ e kêriadenn « La Garde ».
O vont war-zu ar porzh a-hed an Etanchet :
Buhez ekonomikel :
Er XVvet kantved (goude brezel Hêrezh Breizh) e oa meneget parrezioù tost d’ar Renk evel ur vro binvidik war ar c'haier « fouages ». E Pleurestud e oa renablet 1 500 pe 1 800 annezad (Sant Maloù : 3 000 den), gant ar muiañ a druajidi (truajad, liester truajidi) (contribuables) er vro Dol; E Kerricharzh e oa ur c'hwec'hvedenn (1/6) da lâret eo 250 /300 annezad. (hiziv : 2624 bennak).
Breizh a oa lakaet evel ur vro en he c’haerañ berzh (prospérité la meilleure) a drugarez d'an difraostadur (défrichement) da wellaennoù (améliorations) degaset d’an douar (bezhin). Tu oa da werzhañ pep dra daoust ma ne oa ket heñchoù brav evit mont betek ar mor !
E 1862 e oa savet kal kentañ ar porzh ; e 1870 e oa astennet ha krouet estreved Pontimaron evit disammañ ar straed kentañ.
En XVIIIvet kantved e oa meneget un noter e « La Ville-Rucette », ur c’here hag ur marichal (maréchal-ferrant) e « La ville-Mahé » hag ur forn-vara.
- 51 straed Dinarzh, ar Villa « cottage » a oa deuet da vezañ an ti-kêr goude an eil brezel bed.
Marevezh ar sevel bigi :
Pa veze re a vigi e porzh Sant-Maloù e teuent d'an tu kleiz « Le Hâvre de Belle-Grève » meneget gant Frotet de la Landelle (1565-1646) ; anvet hiziv « Les Grandes Rivières». E gwasked e vezent.
Evel-se o doa annezidi Kerricharzh (Pleurestud) darempred gant moraerien ha tud a vor.
War-dro 1550 e oa krog an dud da vont da besketa morued d’an Douar nevez « Terres-Neuves » ha goude 1764 da Sant-Pêr-Miquelon. Da gentañ e oa ar pesketaerezh-se tost ouzh an douar. Ezhomm e oa doris ha bagoùigoù (chanterioù bigi) hag ivez paotred : tud tro-war-dro da Sant-Maloù, Kerricharzhiz en o zouez, a oa deuet da vezañ enrollet.
Adalek ar XVIIvet kantved e oa e Kerricharzh stalioù dresañ bigi :
e 1692 o doa kavet gwarez (22) div vag war-ugent eus flodad Tourville hag a oa dreset aze listri kourser a zeue ivez evit bezañ dreset.
E 1753 : ar vag « Le Marguerite » 90 tonell a oa savet e Kerricharzh evit ar paramantour Guérin.
E 1770 : hêrezh (héritage) Joachim Lhotelier : pemp ti ha div dachenn-douar ha tregont a oa da rannañ etre e vugale
E 1787 : Olivier Le Borgne (11 bugel en o zouez ur beleg) en doa 10 ti gant ul liorzh ha daou zevezh arar ha tri ugent (32) da rannañ
E 1771: Mathurin Tranchemer dimezet gant merc'h L'hotelier a oa deuet d'en em staliañ da Gerricharzh. Ganet e oa unnek bugel en e di (levr1 p 119 chanter bigi).
Goude 1830 e oa ar pesketaerezh bras en e wellañ.
War ribl ar stêr e oa krouet :
- ur chanter kentañ gant Guillaume Leborgne e 1809 adalek hent « Rivière » (hiziv straed ar porzh) war 60 metr donder
- hag hini Joseph Legobien betek « le passage de piqueriotte » ha pelloc’h c’hoazh peogwir e oa meneget betek beg « du Grognet » e 1815/1820. (levr 1 p 118).
- En tu all da veg « du Grognet » e oa chanter Mauny savet e 1839 (evit 25 bloaz) eus beg « la brebis » betek « les millières »,
- hini Alexis Lhotellier (kalafetadur ha dresañ) hag hini Jean Lhotellier.
- Charles Tranchemer hag e vreur Louis : ur chanter e lec’h hini Mauny ha brasoc'h (levr 1 p 119/120/121).
E tu « les grandes rivières » evel ne oa hent bras ebet a-roak 1904, nemet un hent etrezek « La Villiais » ha sonn e oa an tornaodoù, e oa savet e 1890 un diribin (un dinaou =rampe) evit mont betek ar chanterioù.
TIER brasoc'h ha bourc'hiz, fin an XIXvet kantved, penn kentañ an XXvet kantved :
- Ar Villa Joyeuse n°1 straed ar porzh savet e 1887, adkempennet goude
- Ti Lhotellier deuet da vezañ ar « maner Armor » ha touribellet (pourvu de tourelles) gant an Itron Borowska e 1908 ;
- An Itron Dambricourt a lakae sevel Ar Villa Ker-Edy goude bezañ diskaret ti-aotrou ar Familh Jean, hag a zo anvet hiziv « Les 3 Fontaines »; goude an eil brezel-bed e veze graet an oferennoù e-barzh.
- Ti Louis Tranchemer La Gougeonnais
- Arsène Le Gobien 7 rue de la Gougeonnais « la providence »
- Louis Faucillon 8 rue Jacques Renouvin
- 2 straed « Le Suet » :
- e 1956 e oa lakaet un ti da sevel e beg « la brebis » gant Yves NOEL, « baryton d'opéra ». An den-se a roio bec’h d'an EDF pa vo deuet an amzer da sevel « stankell ar Renk »
Hag en amzer a vremañ :
Adalek 1947 betek 1959 : staliadur rouedad dour war ar gumun a-bezh ; Kerricharzh a oa bet ar gumun war ar maez e-touez ar re gentañ da vezañ pourchaset evel-se.
Komz e oa eus « stankell ar Renk » adalek 1956, studiadennoù, danevelloù, diberc'hennañ ha kement zo... E miz Kerzu 1960 e oa roet an aotre da EDF da lakaat an traoù da vont war-raok.
Savet e oa tiez evit ar familhoù hag ar baotred dizimez ; savadurioù evit ar velestradurezh, atalieroù... un hent a oa krouet en ur doullañ ar roc'h ha ne servij hiziv nemet da dud an EDF.
Savadur labourva dindan ar Renk = luc'hskeudenn (lev2p124).
Staliet e oa ar « groupes-bulbes » etre miz Eost 1966 ha miz Kerzu 1967.
An digoradur a oa graet d'ar 26 a viz Du 1966 (p131 ha 132) gant ar Général De Gaulle.
Kalz labour a oa e-barzh ar vro met evel ma ne oa ket trawalc’h a vicherourien arbenniget tro-war-dro e oant deuet eus Frans a-bezh.
Ur wech savet ar stankell e oa un hent evit mont etre Dinarzh ha Sant-Maloù.
Betek-henn e oa ret mont dre ar vag pe mont betek Dinan; ar pont Sant-Hubert destrujet e-pad ar brezel ne vo adc’hraet nemet e 1957 ha hini Chateaubriand a oa graet e 1990.
Diwar beg liorzh-kêr Manoli e vez gwelet an Tour Solidor, Sant-Servan, traezhenn « les fours à chaux », tour iliz-veur Sant-Maloù.....